Songtexte.com Drucklogo

Kig ha farz Songtext
von Dom DufF

Kig ha farz Songtext

War an aod e Blougerne, gourvezhet 'vel ul leue
Kouilhoukezekañ a-bouez penn
Rouzañ ar c'hig war an Teven,

Ur yairig rouz taken hanter e-noazh
Hag e c'hilhog treud-gagn skoaz-ha-skoaz,
Savet ar morenn da strinkañ dour
War ar c'hroc'henoù ruz ha flour,

Gast! Amañ 'z eus Kig,
Gast! Amañ 'z eus Fars
Gast! Amañ 'z eus Kig ha Fars!

Kredabl braz, diaes e vo hejañ
Pa flouro latar en e gwashañ
Deuet ar poent dezo kuitaat
Ha dao etrezek al lann ha koat

Gast! Amañ 'z eus Kig,
Gast! Amañ 'z eus Fars
Gast! Amañ 'z eus Kig ha Fars!


'Tre Kerlouan ha traezh Goulc'hen
Koaniañ, dezo deuet ar c'hoant
Deomp betek Plouzeniel
Ti Marie Stourm 'vo kavet gwastell,

Gast! Amañ 'z eus Kig,
Gast! Amañ 'z eus Fars
Gast! Amañ 'z eus Kig ha Fars!

E-kreiz PLouzeniel emaint o klask
Un tamm bara pe ur c'hig ha fars
Marie Stourm war he leve
Ma, deomp betek Landerne

Ya ar skipailh war zu Landerne
'Maomp ar zul, stalioù serret
Hiziv diaes 'vo kaout ur friko
Hag an daouioù e ti Mc Do
Aze 'vo kavet boued fonnus
Evidon me ez in ti Mc Duff

Rag aze 'vo, Kig,
Rag aze 'vo, Fars
Rag aze 'vo, Kig ha Fars!

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Dom DufF

Quiz
Whitney Houston sang „I Will Always Love ...“?

Fans

»Kig ha farz« gefällt bisher niemandem.