Songtexte.com Drucklogo

Hañvezh ar Bonedoù ruz Songtext
von Tri Yann

Hañvezh ar Bonedoù ruz Songtext

Kleier galv e Sant Malo, e Roazhon ha Naoned
Pep lec′h e Kerne Izel, kastilli gwalldanet
Tud luch tro va c'hastell, capriole et pied droit largy
Pelec′h kavout skoazell? Pied droit largy mes Dames

Tud luch tro va c'hastell, capriole et pied droit largy
Pelec'h kavout skoazell? Pied droit largy mes Dames

Surentez ebet er vro. Chaulnes, petra′ ra ar Frañs?
Savet ′zeus bet testennoù a-enep d'an noblañs
Galvet′m eus an arme, capriole et pied droit largy
Sioulaet 'vo ar vro-se. Pied droit largy mes Dames

Galvet′m eus an arme, capriole et pied droit largy
Sioulaet 'vo ar vro-se. Pied droit largy mes Dames

Chomit dinec′h markizez, an holl a vo krouget
O fenn Sebastian ar Balp ar c'hentañ vo lazhet
Petra chomo neuze, capriole et pied droit largy
Eus an tropad moc'h-se? Pied droit largy mes Dames

Petra chomo neuze, capriole et pied droit largy
Eus an tropad moc′h-se? Pied droit largy mes Dames


D′an nav a viz Mezheven, e tro kreiz ar minti
'M eus klevet ar c′hleier galv e kostez Kastellin
La Coste zo bet harzhet, lalalala lalenola
Ha bet goulennataet. Lalalala laleno

La Coste zo bet harzhet, lalalala lalenola
Ha bet goulennataet. Lalalala laleno

Ar markiz 'neus prometet nullañ an editoù
N′hon eus fiziañs ebet e seurtoù promesaou
Ar stourm vo kendalc'het, lalalala lalenola
Eus Brest betek Naoned. Lalalala laleno

Ar stourm vo kendalc′het, lalalala lalenola
Eus Brest betek Naoned. Lalalala laleno

Gant tud eus kostez Poher, 'vo ruz ar bonedoù
Glas'vint e Bro-Vigoudenn, goveliet ′vo armoù
Savet ′vo un arme, lalalala lalenola
Ouzh ar papier timbré. Lalalala laleno

Savet 'vo un arme, lalalala lalenola
Ouzh ar papier timbré. Lalalala laleno

Ha dre ar c′hod pesovat ma c'houlennomp frankiz
Lemel tailhoù an noblañs ha muioc′h a justiz
Embannomp hor gwirioù, lalalala lalenola
Dirak an holl vroioù. Lalalala laleno


Embannomp hor gwirioù, lalalala lalenola
Dirak an holl vroioù. Lalalala laleno

Anavezet eo hor stourm er Frañs a-bezh hep mar
Hor penn Sebastian ar Balp ha markiz Montgaillard
A zougo hor mouez, lalalala lalenola
Ha klevet 'vimp un deiz. Lalalala laleno

A zougo hor mouez, lalalala lalenola
Ha klevet ′vimp un deiz. Lalalala laleno

A zougo hor mouez, lalalala lalenola
Ha klevet 'vimp un deiz. Lalalala laleno

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Quiz
„Grenade“ ist von welchem Künstler?

Fans

»Hañvezh ar Bonedoù ruz« gefällt bisher niemandem.