Bosenn Langolen Songtext
von Tri Yann
Bosenn Langolen Songtext
En iliz emañ bodet an holl wazed
Erru eo un droug nevez, ur c′hleñved
Dirak an aoter bras emaint o pediñ
Sant Yann ha Sant Sebastian d'hon frezerviñ
En ur ober un devezh pe zaou pe dri
Mervel a ra kalz a dud, mui ouzh mui
Hag an holl re-se lazhet gant ar c′hleñved
A rankomp bemdez kas dillo d'ar vered
Ul lizher 'oa an Aotrou Person o lenn
Anv ar c′hleñved-se eo ar vosenn
Ul lizher bet kaset din gant hon eskob
Tud paour, pinijet e vezimp evel Job!
Allas! Erru eo ar vosenn er vro-mañ
Doue, petra hon eus graet eneptañ
Ma tag ac′hanomp en un doare ken kriz
Ma venn dezhañ kas un ken taer a gastiz?
Teir sizhun zo tremenet pan erruas
Ne chom nemet va mab ha me bey c'hoazh
Kuitaomp hon ti ha chomomp barzh ar vered
Benn ma varvimp hon daou en douar benniget.
Erru eo un droug nevez, ur c′hleñved
Dirak an aoter bras emaint o pediñ
Sant Yann ha Sant Sebastian d'hon frezerviñ
En ur ober un devezh pe zaou pe dri
Mervel a ra kalz a dud, mui ouzh mui
Hag an holl re-se lazhet gant ar c′hleñved
A rankomp bemdez kas dillo d'ar vered
Ul lizher 'oa an Aotrou Person o lenn
Anv ar c′hleñved-se eo ar vosenn
Ul lizher bet kaset din gant hon eskob
Tud paour, pinijet e vezimp evel Job!
Allas! Erru eo ar vosenn er vro-mañ
Doue, petra hon eus graet eneptañ
Ma tag ac′hanomp en un doare ken kriz
Ma venn dezhañ kas un ken taer a gastiz?
Teir sizhun zo tremenet pan erruas
Ne chom nemet va mab ha me bey c'hoazh
Kuitaomp hon ti ha chomomp barzh ar vered
Benn ma varvimp hon daou en douar benniget.
Writer(s): Frederic Bourgeois, Jean Louis Jossique, Jean Paul Corbineau, Christophe Peloil, Gerard Goron, Konan Mevel, Jean Luc Chevalier Lyrics powered by www.musixmatch.com