Me Zo Gannet Songtext
von Gilles Servat
Me Zo Gannet Songtext
Me ′zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er-maez
Un tiig gwenn duhont am-eus
Ar balan 'gresk e-tal an nor
Hag al lann ′holo an anvez
Me 'zo ganet e-kreiz ar mor
E Bro Arvo
Ma zad a oa 'vel e dadoù
Ur martolod
Bevet e-neus kuzh ha diglod
Ar paour, ne gan den e glodoù
Bemdez, bemnoz, war ar mor blot
Ma zad a oa ′vel e dadoù
Stlejour rouedoù
Ma mamm ivez a labouras
Ha gwenn he blev
Ganti ar c′hwez war hon taloù
Desket am-eus bihanig-tra
Medi ha tenna avaloù
Ma mamm, ivez a labouras
D'hounit bara
Teir lev er-maez
Un tiig gwenn duhont am-eus
Ar balan 'gresk e-tal an nor
Hag al lann ′holo an anvez
Me 'zo ganet e-kreiz ar mor
E Bro Arvo
Ma zad a oa 'vel e dadoù
Ur martolod
Bevet e-neus kuzh ha diglod
Ar paour, ne gan den e glodoù
Bemdez, bemnoz, war ar mor blot
Ma zad a oa ′vel e dadoù
Stlejour rouedoù
Ma mamm ivez a labouras
Ha gwenn he blev
Ganti ar c′hwez war hon taloù
Desket am-eus bihanig-tra
Medi ha tenna avaloù
Ma mamm, ivez a labouras
D'hounit bara
Writer(s): Marc Gauvin, James Thomas Barr Lyrics powered by www.musixmatch.com