Songtexte.com Drucklogo

Al Laer Mor Songtext
von Éric Le Lann

Al Laer Mor Songtext

E taol-amzer enez Sun
Me a laero doenn-vor an oabl
E Molenez e miz gwengolo
He foan e lusenn du an heol
Tapañ ′rin kan gwad an houl
Etre reier Enez Eusa
Me e lein tour-tan Kereon
'H in da veuziñ va aon en eon
Digant skrev an aod, div askell
En Inizi Glenan am bo
Hag hatoup a in da zevel
Va huñvre war zu ar Mor-Bihan


Er Guerveur e kisellin va c′halon
Etre Yann ha Chan ar Vein
Mouez ar Barzh hag e damm groaz
En Enez Groe e kemerin c'hoazh
Ha setu gwisket en noaz
Gant tantad va c'harantez vor
Diwar laez tornaod va eñvor
Me a gano uhel ha braz
Setu livet gant glasted an ton
Ha spoum gwenn an amzer diroll
′H in da drezañ evid an holl
Hent an distro en Avalon

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Éric Le Lann

Quiz
Cro nimmt es meistens ...?

Fans

»Al Laer Mor« gefällt bisher niemandem.