Songtexte.com Drucklogo

Straed an Amann Songtext
von Dom DufF

Straed an Amann Songtext

En ur ger bennak, e-kreiz ar stared
'Lec'h red an dud, n'ouzon ket perak
Ar paotr Lannig e-unan penn
Nec'het, mut, lent un tammig
Kollet gantañ blaz e zouar,
Beuzet e-touez c'hwezh ar c'holtar
"Ne welan ket traezh amañ, 'touezh ar betons ema amañ.


'Vel ur bramm ponner 'kreiz an avel
tonioù, kanaouennoù 'kreiz ar gouel
Ur c'hlan, ur meuriad o riboulat
Eus china, Breizh, ive Afrika
Dao da Lannig kanañ ganto
Taboulinañ, seniñ, 'maint atav bev
"Ur banne deomp-ni 'raio ket boan,
Gant un dorzh bara, ur begad amann"

Klask a ran straed an amann,
Kaer 'm eus gounit ma foan
Klask a ran straed an amann
Kaer 'm eus, ne ran ket van!

Ranndioù goudorus e-kreiz an tourioù
Ken sioul hag a zi en o menezioù
Dre bouez-mouezhioù ponner, kan bro, kan giz
"ken tomm etrezo yezhoù iskiz
Blaz an amann a zeu en-dro
D'ar paotr ar soñj gwellañ eus ar vro
War an hent mat emaon amañ,
Setu Yannig en e vleud bremañ! "

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Dom DufF

Quiz
Cro nimmt es meistens ...?

Fans

»Straed an Amann« gefällt bisher niemandem.