Songtexte.com Drucklogo

Kenatchao Songtext
von Dom DufF

Kenatchao Songtext

Distroet on, en ur neizh, 'tal ar roc'h
Distroet on, hervezh ar barzh Thomas, e vered an imor
Gwall bell c'hoaz, tregont bloaz zo, 'm boa losket ar plas
'M boa lavaret tad ha mamm ar gerioù mañ:

Ken a vezo, ken a vezo, ken a vezo, kenatchao!

C'hoant 'm boa da zibradañ ar bed mañ, hag ar bed all
Kaout ur vag arc'hant, alaouriñ al loar, ha kement all
E pleg-mor Kraonv, 'vit ar vatimant, me an dornetan
E lavaren d'an terc'hourien, ar gerioù mañ:


An holl listri-spluj, 'm eus livet gant va zaouarn
'Vel ma vije bet va lestr kaer, ur mell lestr-ouarn
Neus droug 'bet gant ur fri nukleel, ken yarc'h emaon
Bez dinec'h, hent-all 'vo laret din gerioù mañ:

Aet e oan faezh, skuizh marv, ar c'hrank a rede
Arabat klemm, hol labour eo, an holl lavare
Tapet out tadig, te eo al lanfre, ur paotr da guzhat
'N doa lavaret din merc'h ha mab, komzoù diwezan:

Adc'hanin amañ, daoust hag e c'hellin
Barzh un neizh rewinet, ar skoss teuio din
M'am ije bet kredet, an droug nukleel kostez Kraonv
'M bije ket drailhet tad ha mamm, ar gerioù mañ:

Ken a vezho, ken a vezho, ken a vezho, kenatchao

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Dom DufF

Fans

»Kenatchao« gefällt bisher niemandem.