Songtexte.com Drucklogo

C'hwezh Kerlosket Songtext
von Dom DufF

C'hwezh Kerlosket Songtext

Gant e daol-mouezh lijer en e c′henou
E votoù ler 'vit an hentoù
An den a red dindan al loar
Kazel kazel gant e skeud w ′n douar

Abaoe 'm eus kuitaet ma bro karet
Ba 'n tu all da lec′h anv Budapest
Kollet on bet war an hentoù
Etre kêr Drakula ha menezioù

Sikourit ac′hanon, mar plij, paotred
Da kaout un doenn 'vit ma c′hroc'hen!


Souchet ′m eus ma fenn dirak bleizi
Roet d'in ur fuzuilh da lazhañ-i
Bremañ ′m aint atav aze
Ha mistri an douar int adarre

Sikourit ac'hanon, c'hwi tud an noz
Da glask un doenn ′vit ma repoz!
Ma c′hontre kaezh zo ken kras
'Vel tali peñseet war an traezh

Taolet gant lanv war an aot pras
O ma zudoù kaezh, pelec′h emaoc'h c′hoas?
Enoeet on atav war an hentoù
Hep bezañ seder gant ma zudoù
'Maon o redek, war-lerc′h n'ouzon ket petra
Hag eus c'hwezh Kerlosket ′m bez soñj atav!

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Dom DufF

Quiz
Wer ist kein deutscher Rapper?

Fans

»C'hwezh Kerlosket« gefällt bisher niemandem.