Songtexte.com Drucklogo

Son Alma Ata Songtext
von Denez Prigent

Son Alma Ata Songtext

Resevet ′m oa ul lizher, ya 'miz paseet ′zo dija
A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.

Pelec'h 'oa ar barrez-se, n′am boa tamm mennozh ebet
Ha me da sell′t ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet

Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout
Furchet ′m eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud


Alma Ata ebet c′hoazh en tu all d'ar frontier
Pellgomz ′ran diouzhtu d'an ti-ker 'doa kaset din al lizher

Bonjour deoc′h, Sekretourez, bonjour deoc′h a laran
Kontant da vont lec'h peus laret, met n′ouzon ket p'lec′h emañ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C'hall ivez
Sur a walc′h 'm eus komprenet fall, ar pezh p'oa skrivet din me

Alma Ata, ′meus skrivet deoc′h, sellit war ur voul bremañ
Abalamour 'mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Denez Prigent

Quiz
Wer will in seinem Song aufgeweckt werden?

Fans

»Son Alma Ata« gefällt bisher niemandem.