Songtexte.com Drucklogo

Vel pa vefemp Songtext
von Brieg Guerveno

Vel pa vefemp Songtext

Ha miret t′eus ganit hon hunvreoù strewet
An tan en oabl hon eus livet
Ha dalc'het t′eus ennout ar gerioù eskemmet
An eñvorennoù dilaosket
Ar roudou brevet war hon lec'h zo bet teuzet
Red an amzer zo bet devet
Aet eo war-du an dremmwel hor sonjoù kollet
An eonenn zo bet beuzet


'Vel pa vefemp o c′hedal hon nozioù glan
′Vel pa vefemp o talañ skleurenn an deiz
'Vel pa vefemp oc′h heuliañ lufr ar stered
'Vel pa vefemp o vont ′darre gant an hent

Ha dalc'het t′eus ennout ar skridoù frailhet
Ar pazioù en traezh diverket
Ha chomet eo bev ennout ma c'harantez merglet
Ar flouradennoù disoñjet

'Vel pa vefemp o c′hedal hon nozioù glan
′Vel pa vefemp o talañ skleurenn an deiz
'Vel pa vefemp oc′h heuliañ lufr ar stered
'Vel pa vefemp o vont ′darre gant an hent

'Chom ′met ar sioulder da ren ac'hanomp
'Chom ′met an amzer da varnañ ac′hanomp

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Brieg Guerveno

Quiz
Wer besingt den „Summer of '69“?

Fans

»Vel pa vefemp« gefällt bisher niemandem.