Songtexte.com Drucklogo

Rosa Canina Songtext
von Annie Ebrel

Rosa Canina Songtext

War benn ar c′hleuz, 'us d′an toull-karr
Ez eus ur blantennig dipar
Bemdez 'tremenan 'rez dezhi
Ha bemdez ′ran ur sell outi
Ned eo nemet ur rozenn-gi

Un drezenn-amgroaz en he bleuñv
E-touez ar spern, war lein ar c′hleuz
Nag eo espar e-touez ar strouezh
Ha blizidik! Va rozenn-ouez
Zo gwisket 'vel ur Rouanez


Kurunenn aour ha brozh seiz roz
Diamantet gant ar gliz-noz
O lintrañ en Heol beureel
Hogozig ken koant hag an Ael
Siwazh eo kened berrbadel

Kurunenn aour ha brozh seiz roz
Diamantet gant ar gliz-noz
O lintrañ en Heol beureel
Hogozig ken koant hag an Ael
Siwazh eo kened berrbadel

Un deiz hepken ′chom pep rozenn
Digor he dremm d'ar sklêrijenn
An Heol a domm he c′halonenn
Flouret 'vez gant ar valafenn
Ha broudet gant ar wenanenn


Ha ′benn ma vo an Heol kuzhet
He brozh seiz roz a vo gweñvet
Hag he c'hurunenn aour teuzet
Echu 'vo d′ar Rozenn-amgroaz
Met un all ′digoro arc'hoazh

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Quiz
Whitney Houston sang „I Will Always Love ...“?

Fans

»Rosa Canina« gefällt bisher niemandem.