Songtexte.com Drucklogo

Karantez-vro Songtext
von Annie Ebrel

Karantez-vro Songtext

E korn ma c′halon zo ur gleizenn
'Baoe ma yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Na gare ket ′r pezh a garan

Eñ na gare nemet ar c'hêrio
Ar morioù don, ar Broioù pell
Ha me na garen nemet ar maezio
Maezioù ken kaer ma Breizh-Izel


Ret 'voe dibab ′tre div garantez
Karantez-vro, karantez den
D′am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lez't da vont ′n hini 'garen

Biskoazh abaoe n′am eus eñ gwelet
Biskoazh klevet keloù outa
Ar gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa ne gare ket ′r pezh a garan

Pep den a gle heuilh e Donkadur
Honnezh eo lezenn ar Bed-ma
Gwasket 'voe ma c'halon a-dra-sur
Met ′gare ket ′r pezh a garan


Dezhañ pinvidigezh, enorio
Din-me paourentez ha dispriz
Met 'drokfen ket evit teñzorio
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Fans

»Karantez-vro« gefällt bisher niemandem.