Songtexte.com Drucklogo

Ar barz paour Songtext
von Annie Ebrel

Ar barz paour Songtext

Me zo ganet diouzh ar mintin
Pa darzh an Heol war Runivin
Pa gan ar mesaer er prad
Pa gan ar pinterig er c′hoad
Pa sav en aer an alc'hweder
Da ganan e gantik da ganañ


Me zo ganet da c′houlz ar bleuñv
Pa vez ul liorzh war bep kleuz
Trompilhoù aour er prajeier
Ha bleuñv spern-gwenn leizh ar girzhier
Kentañ mousc'hoarzh em oa me graet
A oa d'un tro-heol arc′hantet

Pa renkin kuitaat ar Bed-mañ
Marteze vo d′an nevez-hañv
Marteze 'vo en va zi plouz
E maezioù Breizh sioul ha didrouz
Pa guzho ′n Heol a-dreñv ar roz
Ha pa gano an eostig noz


Klaskit er prad trompilhoù-aour
D'ober ur boked d′ar barzh paour
Klaskit er c'harzh bleunioù spern-gwenn
D′ober d'ar barzh ur gurunenn
Hag en ivinenn 'us d′am bez
An eostig ′gano d'abardaez

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Quiz
Wer will in seinem Song aufgeweckt werden?

Fans

»Ar barz paour« gefällt bisher niemandem.