Songtexte.com Drucklogo

Silvestrig Songtext
von Alan Stivell

Silvestrig Songtext

Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre
′Z'eus ur c′habiten yaouank o sevel un arme (bis)
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez


"Roit din va mab Silvestrig, n′am eus mab nemetañ
Me ′bako deoc'h, kabiten, an arc′hant deut gantañ
- Ne dalv ket; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ;
N′eus soudard all en arme a blij din eveltañ

- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac′h hag e buhez, dont da di e gavell..."

Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig ′toull an nor o selaou
- O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad, ha sec′hit ho taeloù!"

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Quiz
Whitney Houston sang „I Will Always Love ...“?

Fans

»Silvestrig« gefällt bisher niemandem.