Songtexte.com Drucklogo

An Hani A Garan Songtext
von Alan Stivell

An Hani A Garan Songtext

An Hani A Garan
Alan Stivell

An Hani A Garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile.
Ma ch′alon ne gare, ne gare nemet unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An Hani A Garan, gwezharall ma ch'are,
Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.


An Hani A Garan, bremañ, he deus ma laosket
Aet eo da broioù pell, d′ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, da c′hounit he bara
Kollet, kollet eo din an hini a garan.

D′An Hani A Garan, ne ran nemet hirvoudiñ
Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ?
Met petra a lavaran-me? Turlebaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan.

D′An Hani A Garan, mar kollan-me ma fenn,
Evnedigoù ar c'hoad, kanit c′hwi ho kanenn
Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

D′An Hani A Garan, ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Quiz
Wer ist auf der Suche nach seinem Vater?

Fans

»An Hani A Garan« gefällt bisher niemandem.